Skip to content

Loc'hentez Kêr Is

Popularity · Moderate

Listen

YouTube

0:00 / 0:00
Loading YouTube player...
Lyrics offset
Synced

Lyrics

E kornog Kerne, an deiz m'he gwelis E kuzhe an heol war tourioù Kêr Is Ar vac'hadourien 'werzhe danvezioù kaer ha rouez N'oa ket m'hen tou deoc'h bravañ kêr er bed Lidoù a bep seurt 'aoze ar gêriz D'o doueerd fall, festoù paganiz Ar vac'hadourien 'werzhe danvezioù kaer ha rouez N'oa ket m'hen tou deoc'h bravañ kêr er bed Diwall Gradlon Meur, diwall diouzh Dahud! Diwall diouzh da verc'h, diouzh he zroioù hud! Ar gouelioù noz-pad, al levenezioù a rank paouez Goude ar stadoù 'teuio an Ankou O Sant Gwennole, lez va c'houadur! Gouelioù a ijin 'vit he flijadur Ha banvezioù bras 'vit he c'houvidi eus a bep bro Kendalc'het e vo tra ma vin roue! E-touez an dud a oa koaniañ Ur priñs blev ruz a oa ar bravañ Ken a voe Dahud dindan gazelge e karantez Deus ganin Dahud, eomp da zañsal! Ar bombard diaoulek hag ar biniou kozh A ren ar c'houplad betek penn an noz Laer an alc'hwezioù diouzh kerc'henn da dad! Digor an nor! An dour a redas da veuziñ Kêr-Is Gradlon a zihun ha buan e tec'h Ha war gein e varc'h gantañ zo e verc'h Re bonner e garg, ar marc'h boanie hag ar roue A lezas e verc'h o sankañ er mor Bleizi ar mor rust, ar gwagennoù kriz O deus distrujet mogeriou Kêr-Ys Re bonner e garg, ar marc'h boanie hag ar roue A lezas e verc'h o sankañ er mor Dahud a zeuas da varivorgan. Ar vartoloded a denn dre he c'han Ar Roue Gradlon, kaset gant e varc'h d'ar Menez-Hom A sav daeroù puilh en e zaoulagad Sioul ar mor bremañ. Ne chom roud ebet Eus a raed anezhi bravañ kêr ar bed Ar Roue Gradlon, kaset gant e varc'h d'ar Menez-Hom A sav daeroù puilh en e zaoulagad O Sant Gwennole, ar gwir 'oa ganit! Pec'hedour ma'z on, petra 'brofin did? Sav un abati, Roue Gradlon Meur: Landevenneg Ma c'hellimp pediñ evit da ene E Bae Douarnenez, da reverzi braz Pa vez tre ar pell-pell diouzh ar Raz Sellit mat, tudoù, ha gwelout a rit, e-kreiz ar bae Dismantroù duet loc'hentez Kêr-Is