Skip to content

Diougan Gwenc'Hlan (La Prohétie De Gwenc'Hlan)

Popularity · Low

Listen

YouTube

0:00 / 0:00
Loading YouTube player...
Lyrics offset
Synced

Lyrics

Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor Me 'oar kanañ war dreuz ma dor Pa oan yaouank me a gane Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez Me 'gan en noz, me 'gan en deiz Ha me keuziet bras koulskoude Mard eo ganin stouet ma beg Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg Evit aon me n'em eus ket 'M eus ket aon da vout lazhet Evit aon me n'em eus ket Amzer a-walc'h ez on-me bet Pan n' vin ket klasket 'vin kavet Met pa'z on klasket ned on ket Ne vern petra a c'hoarvezo Pezh a zo dleet a vezo Ret eo d'an holl mervel teir gwezh Kent evit arsav en diwezh Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad E veg digor ha leun a wad Hag e reun louedet gant an oad Hag o soroc'hal war e dro Gant an naon e voc'higoù Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont Ken e kren an aod gant ar spont Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann 'Zo en e benn kerniel arc'hant An dour dindanañ o virviñ Gant an tan-taran eus e fri Morgezeg en-dro dezhañ ken stank Hag ar geot war lez ar stank - Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvarc'h! Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h! Ken e riskl er gwad an treid nozh! Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh! Me 'wel ar gwad betek e c'hlin Me 'wel ar gwad evel ullenn! Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! gwazh ouzh gwazh! Arsaviñ a ri 'benn arc'hoazh Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvac'h! Darc'h war e benn, darc'h mat 'ta, darc'h! Pa oan em bez yen hunet dous 'Klevis an er 'gervel en noz Eñ a c'halve a eredigoù Ha 'n holl evned eus an neñvoù Hag e lare dre o gervel - Savit prim war ho tiwaskell! N'eo ket kig brein chas pe zeñved Kig kresten 'rankomp da gavet! - Morvran gozh, klev! lavar din-me: Petra 'choari ganit aze? - Penn ar Penn-lu 'choari ganin E zaoulagad ruz a fell din E zaoulagad a grapan naet 'N abeg d'az re en deus tennet - Na te, louarn, lavar din-me Petra c'hoari ganit aze? - E galon a c'hoari ganin Oa ken diwir ha ma hini He deus droukc'hoantaet da lazhañ He deus da lazhet a bell 'zo - Na te, lavar din-me, touseg! Petra 'rez aze 'korn e veg? - Me a zo amañ 'n em lakaet 'C'hortoz e ene da zonet Ennon-me 'vo, tra 'vin er bed E kastiz reizh eus e dorfed E-keñver ar Barzh na chom ken Etre Roc'h-Allaz ha Porzh-gwenn (Merci à Gwyon pour cettes paroles)